Stephen Harper
Stephen Joseph Harper (ganet d'an 30 a viz Ebrel 1959) zo bet kentañ ministr Kanada, adalek miz C'hwevrer 2006 betek miz Du 2015. E penn ar Strollad Mirour e oa ivez. Deuet e oa da vezañ kentañ ministr goude votadeg miz Genver 2006 he doa lakaet fin da zaouzek bloavezh ma oa renet Kanada gant ar Strollad Liberal.
Dilennet eo bet Harper e proviñs Alberta, abaoe ar bloavezhioù 1990. Dilennet e oa bet e penn ar Strollad Mirour e miz Meurzh 2004.