Stephen Colbert

Eus Wikipedia

Stephen Tyrone Colbert (bet ganet d'an 13 a viz Mae 1964) zo ur c'homedian ha kinniger abadennoù skinwel amerikan a oa komañset gant ar vicher en abadenn The Daily Show, kinniget gant Jon Stewart. Anavezet eo evit e abadenn war Comedy Central The Colbert Report (2005-2014) ma rae van da vezañ ur c'hinniger mirour. Abaoe 2015 e kinnig The Late Show with Stephen Colbert da heul abadenn David Letterman ma vez kaoz eus politikerezh ar Stadoù-Unanet hag eus buhez sevenadurel ar vro gant kouvidi.

Alies e veneg Stephen Colbert pegen sot eo gant oberennoù J.R.R. Tolkien, betek dibunañ tammoù eus The Lord of the Rings pe ar Silmarillion dre'n eñvor.