Støvlet-Cathrine
Støvlet-Cathrine, ganet Anna Cathrine Benthagen e Kopenhagen e 1745 ha marvet e Plön (Holstein) d'ar 25 a viz Eost 1805, a oa ur gourtizanez danat e Kopenhagen er bloavezhioù 1760 ha pried-kleiz ofisiel ar roue Christian VII.
Krediñ a reer e oa Støvlet-Cathrine ur vastardez d'ar priñs Georg Ludwig of Brunswick-Bevern (1721–1747), a oa paeron dezhi, ha da Anna Marie Schrøder (marvet e 1771). Savet e voe e ti un ofiser. He mamm a oa dimezet d'ur soudard, Johan Ernst Benthagen. En 1753 e tec'has da gaout he mamm, micherourez en ul labouradeg boteier, ha se zo kaoz e voe lesanvet Støvlet-Cathrine, da lavarout eo "Katelin ar Boteier". A-hervez e oa ur gaer a blac'h, mentek, teñval he c'hroc'hen, ma kreder e oa eus Afrika he mamm. Ur plac'h a benn hag a youl e oa.