Mont d’an endalc’had

Spered ar Vro (kelaouenn)

Eus Wikipedia

Spered ar Vro a oa ur gelaouenn lennegel vrezhonek krouet gant Tangi Malmanche hag embannet e 1903.

Ne voe embannet nemet peder niverenn, eus miz Eost da viz Du 1903. Gant Tangi Malmanche e-unan e voe savet ar braz eus ar pennadoù. Displeget eo pal ar gelaouenn e pennad-digeriñ an niverenn gentañ, anvet Bezomp « ni hon-unan ». Ne ouzer ket perak ne zeuas ar gelaouenn er-maez nemet peder gwech ; marteze, evel ma lenner e Geriadur ar skrivagnerien gant L. Raoul, abalamour ma voe « digalonekaet ha feuket (Malmanche) gant digasted e genvroiz »[1]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. L. Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, p. 294