Spencer Perceval
Spencer Perceval (1 a viz Du 1762 - 11 a viz Mae 1812) eo ar c'hentañ ministr nemetañ eus ar Rouantelezh Unanet a voe muntret e-pad e respet. Lazhet e oa bet a dennoù pistolenn, dirak Ti ar C'humunioù, gant un den sot – John Bellingham e anv – hag en doa kollet arc'hant en aferioù en doa graet e Rusia hag a damalle da benn ar gouarnamant bezañ kiriek d'an dra-se.