Spanish Harlem (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Disambiguation.svg Ur pennad Spanish Harlem zo ivez.

Spanish Harlem zo ur ganaouenn saoznek gant Jerry Leiber ha Phil Spector, kanet gant Ben E. King e 1960. Kentañ kanaouenn brudet Ben E. King o kanañ e-unan e oa, goude dezhañ kuitaat al laz The Drifters. E 1987, pa reas brasoc'h berzh gant Stand By Me (niv. 1 ar gwellañ gwerzhioù) e voe adembannet ar ganaouenn Spanish Harlem ivez, ma savas betek bezañ an 92vet gwellañ gwerzh.

E-touesk ar ganerien all a roas ar muiañ a vrud d'ar ganaouenn emañ Aretha Franklin.