Mont d’an endalc’had

Sonia Malkine

Eus Wikipedia

Sonia May Malkine (Pariz, 7 a viz Here 1923 - Woodstock, 31 a viz Mae 2014), Sonia Niel he anv plac'h-yaouank, a oa ur ganerez c'hall a orin breizhat.

Perzh a gemeras er Rezistañs, hag e 1948 ez eas da chom da New York gant he fried, ma teuas da labourat evit ar skingomz. Goude ur pennad ez eas da chom da Woodstock.

E 1962 e reas Sonia Malkine ur pennad kaoz gant Pete Seeger evit hec'h abadenn The World of Folk Music er skingomz WKNY, e Kingston, New York. Difennet e voe outi gant ar renerien skignañ anezhi rak Pete Seeger a oa komunour, nemet ober a reas en desped da se. E fin ar pennad-kaoz e lavaras e vije taolet er-maez, a c'hoarvezas kenkent hag an deiz war-lerc'h.

Kanañ a rae e galleg, hag unan eus he c'hanaouennoù e oa Le vin des Gaulois, azasaet diwar Gwin ar C'hallaoued , tennet eus Barzhaz Breizh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]