Mont d’an endalc’had

Son al lizherenneg

Eus Wikipedia

Son al lizherenneg a vez lavaret eus kement kanaouennig savet da zeskiñ al lizherenneg d'ar vugale. Brudet eo an doare saoznek anvet Alphabet song, savet diwar ton ar ganaouenn c'hallek A ! vous dirai-je, maman‎ .

An Alphabet song saoznek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e oa bet e 1835 ur ganaouenn anvet "The A.B.C., a German air with variations for the flute with an easy accompaniment for the piano forte" gant Charles Bradlee e Boston. Kempennet e oa bet an ton gant Louis Le Maire (pe Lemaire), ur sonaozour eus an XVIIIvet kantved. War ar memes ton evel ar ganaouenn c'hallek A ! vous dirai-je, maman‎ eo bet savet ivez Twinkle Twinkle Little Star ha Baa, Baa, Black Sheep.

A-B-C-D-E-F-G, (/eɪ biː siː diː iː ɛf dʒiː,/)
H-I-J-K-LMNO-P, (/(h)eɪtʃ aɪ dʒeɪ keɪ ɛlɛmɛnoʊ piː,/ l-m-n-o zo lavaret buanoc'h)
Q-R-S; T-U-V, (/kjuː ɑr ɛs, tiː juː viː,/ ehan etre s ha t)
W; X; Y and Z! (/dʌbɨjuː, ɛks, waɪ ænd ziː,/ ehan etre x y, w hag x)
Now I know my ABCs; (/naʊ aɪ noʊ maɪ eɪ biː siːz,/)
Next time won't you sing with me? (/nɛkst taɪm woʊnt juː sɪŋ wɪθ miː/)[1],[2].

Klasket ez eus bet sevel sonioù damheñvel e brezhoneg. Ne reont ket berzh abalamour ma n'eus ket emglev etre an dud a fell dezhe ober gant A, B, C (distaget "se" peurliesañ), hag ar re a ra gant A, B, CH.

  1. Listen to the song sung (RealPlayer). Diellet er skrid orin d’an 2007-09-28.
  2. http://muppet.wikia.com/wiki/The_Alphabet_Song