Son
Neuz
Ar ger son zo ur ger a gaver e meur a yezh gant distagadurioù ha sterioù disheñvel.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger son ( distaget [sõːn]) a zo meur a ster dezhañ. Gallout a ra bezañ:
- un heuliad frazennoù kanet, ur ganaouenn, evel ar re a gaver en dastumad Soniou Breiz Izel
- gerioù ur ganaouenn, en droienn ton ha son;
- un heuliad trouzioù a vez klevet, plijus pe displijus, naturel a-wechoù, graet a-ratozh ivez a-wechoù, gant loened pe gant tud, sellout ouzh son (fizik).
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E spagnoleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger son ( distaget [ˈson]) a vez lavaret eus meur a zoare seniñ a orin afrikan-karib e meur a vro en-dro d'ar Mor Karib.
- ar Vallenato.
- ar son cubano, doare sonerezh eus Kuba.
- ar son montuno
- ar marimba eo son ar vro
E saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger saoznek son ( distaget [sʌn]) a dalv kement ha mab, a gaver e meur a anv-tiegezh saoznek pe svedek: Anderson, Henderson , Jackson, Jameson, Johnson, Paterson, Williamson , ...
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Son (Ardennes) , kumun c'hall en Ardennes.
- Son en Breugel, en Izelvroioù.