Smallville (stirad skinwel)

Eus Wikipedia
Stirad skinwel

Krouer Alfred Gough
Miles Millar
Bro orin Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare Stirad skinwel krenanrd
Drama
Sonerezh Mark Snow
Louis Febre

Lañs 16 a viz Here 2001
Fin 13 a viz Mae 2011
Koulzadoù 10
Rannoù 217

Smallville zo ur stirad skinwel stadunanat moliac'h sevenet gant ar skrivagnerien ha produerien Alfred Gough ha Miles Millar. Diazezet eo war tudenn Superman eus DC Comics krouet gant Jerry Siegel ha Joe Shuster. Ar stirad skinwel a oa bet skignet da gentañ war The WB, adalek ar 16 a viz Here 2001. Goude pemvet koulzad Smallville, The WB hag UPN o deus kendeuzet evit sevel The CW, a zeuio da vezañ skigner ar stirad skinwel evit Stadoù-Unanet Amerika. Smallville, a zo paouezet goude an dekvet koulzad d'an 13 a viz Mae 2011. Heuliet e vez buhez Clark Kent (Tom Welling) e kêriadenn ijinet Smallville, Kansas, a-raok ma teufe da vezañ Superman. Ar pevar koulzad kentañ a ro tro da welet Clark hag e gamaladed er skol-veur. Goude ar pemvet koulzad, Smallville a ziskouez an tudennoù pa vezont gour: Clark o labourat evit an Daily Planet ha goustadik e vez an dreist harozed hag enep-harozed o tont war-wel.