Mont d’an endalc’had

Skritur an inizi gouezelek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Skritur an inizi)
Skritur an inizi gouezelek

Deroù Aviel Mark diwar Levr Durrow
Stumm skrid
Prantad
war-dro 600–850
Yezhoù Latin, heniwerzhoneg, Hensaozneg
Skriturioù kar
Sistemoù kerent
Skritur latin
  • Skritur an iniz gouezelek
Sistemoù bugel
Skritur gouezelek
 Er pennad-mañ ez eus treuzskrivadennoù fonetek gant al Lizherenneg fonetek etrebroadel (LFE).

Skritur an inizi gouezelek a oa ur sistem skritur eus ar Grennamzer krouet en Iwerzhon hag a levezonas bed an Angled-ha-Saozon hag Europa ar c'hevandir abalamour da levezon Kristeniezh Iwerzhon. Misionourien iwerzhonat a gasas ar skrid da Europa ar c'hevandir e-lec'h ma savent manatioù e-giz hini Bobbio. Implijet e veze ar skridoù e manatioù evel hini Fulda, a voe levezonet gant misionourien saoz. Liammet int ouzh arz an inizi predenek, dalc'het dreist-holl gant dornskridoù enlivet bremañ. Levezonet o deus reizhskrivadur an iwerzhoneg ouzhpenn ar skriturioù gouezelek a-vremañ, dre zorn ha moullet.

Gant skritur an inizi gouezelek e kaver ur familh liesseurt implijet evit palioù disheñvel. E penn an hierarkiezh edo skritur hanter-onsial an inizi (pe "pennlizherenn an inizi"), implijet evit dielloù pouezus ha testennoù sakr. An onsial, en ur stumm anvet "onsial saoz", a voe implijet e Bro-Saoz. Da c'houde, en urzh digresk e-leñver lorc'hañs ha tizh ar skritur e teu "al lizherennoù bihan set", "ar skritur-red bihan" hag ur skritur bihan all. Implijet e voent evit testennoù ne oa ket ezhomm da skrivañ brav, lizhiri, kontaouiñ, notennoù ha meur a destenn all.[1]

Aozet e voe ar skriturioù-se en Iwerzhon adalek ar VIIvet kantved hag implijet e voent ken diwezhat hag an XIXvet kantved, daoust ma voent implijet dreist-holl etre 600 ha 850. Liammoù kreñv a oa gant an onsial hag an hanter-onsial.

Avieloù Lichfield : Et factum est iter[um cum sabbatis ambula]ret Iesus per sata (Mark 2:23, p. 151)
Liammoù eeunaet etre meur a skrid disheñvel, da ziskouez emdroadur an Onsial diwar an Onsial roman ha gresian.

Al labourioù skrivet gant skridoù an inizi a implij alies ul lizherenn gentañ brasoc'h kelc'hiet gant pikoù e liv ruz (goude m'eo gwir evit skridoù all graet en Iwerzhon hag e Bro-Saoz). Al lizherennoù a heul ul lizherenn gentañ brasoc'h e penn-kentañ ur rannbennad pe ul lodenn a zigresk tamm-ha-tamm alies a-feur ma oant skrivet a-hed al linenn pe ar bajenn betek ma oa tizhet ar vent normal, ar pezh a zo anvet un "efed diminuendo" hag a zo ur perzh nevez degaset gant skritur an inizi hag a levezonas stiloù ar c'hevandir. Al lizherennoù a ya war an uhel (b, d, h, l hag all) a zo skrivet gant tric'hornioù en nec'h. Ledan-tre eo gwareg lizherennoù eve b, d, p, ha q. Meur a stagell a zo implijet ha meur a verradennoù.

Degaset e voe skritur an inizi da Vro-Saoz gant misionoù beleien iwerzhonat ha kejañ a reas gant ar skritur onsial degaset gant Aogustin, arc'heskob Canterbury. Levezonoù an daou skritur a roas sistem klok skritur an inizi. Er sistem-se e voe lakaet war wel pemp live gant ar paleografour Julian Brown, pep hini o tigreskiñ a-fet lorc'husted :

  • Hanter-onsial an inizi, pe "pennlizherenn Iwerzhon" : an hini lorc'husañ; a voe implijet evit rubrikennoù hepken ha traoù heverk all adalek an IXvet kantved.[2]
  • Lizherenn vihan kemmesk an inizi : al lizherennoù bihan lorc'husañ, implijet gant al levrioù iliz pa voe digresket implij "pennlizherenn Iwerzhon".[2]
  • Lizherenn-set vihan an inizi
  • Lizherenn-red bihan an inizi
  • Lizherenn-vuan an inizi : an hini uvelañ.[3]

Brown en doa kinniget daou brantad evit emdroadur ar skritur, gant an eil prantad levezonet gant skouerioù en onsial roman goveliet e Wearmouth-Jarrow ha skoueriekaet gant Aviel Lindisfarne.[4]

Estreget evit levrioù relijiel latin e voe implijet skritur an inizi, met evit a bep seurt levrioù, evel levrioù skrivet e yezhoù all. Gallout a reer menegiñ Levr Kells, Cathach Sant Columba, Ambrosiana Orosius, Darn eus Aviel Durham, Levr Durrow, Avieloù Durham, Avieloù Echternach, Aviel Lindisfarne, Avieloù Lichfield ha Levr Armagh.

Gant skritur an inizi e voe levezonet diorren skritur karolingian e scriptoria impalaeriezh Karl Veur.

En Iwerzhon e voe kemeret lec'h skritur an Inizi gant skritur diwezhañ an inizi adalek war-dro 850. E Bro-Saoz e voe heuliet gant ur stumm eus ar skritur karolingian.

An et ⟨⁊⟩ Tiro — kevatal da & — a veze implijet stank (gant talvoudegezh agus ‘ha’ en iwerzhoneg hag ond ‘ha’ en hensaozneg) hag a-wezhioù e vez implijet c'hoazh e fontoù gouezelek modern.

Unicode a ra gant lizherennoù al lizherenneg latin skrivet gant skritur an inizi evel ur choaz font n'en deus ket ezhomm da vezañ kodet ouzhpenn.[5] Un nebeud lizherennoù an inizi o deus kodoù-dibar avat abalamour ma vezont implijet gant arbennigourien ar fonetik. Da ziskouez al lizherenneg a-bezh e ranker choaz ur font a-zevri, evel Junicode, Montagel, ha Quivira. Gentium ha Charis SIL a ziskouez al lizherennoù (U+A77x and U+A78x).

Hervez Michael Everson, e-barzh kinnig Unicode evit al lizherennoù-se, e 2006 :[5]

Da skrivañ un destenn gant ur font gouezelek ordinal, ne rankjed implij nemet lizherennoù ASCII gant ar font oc'h erlec'hiañ ar pezh a zo ezhomm; al lizherennoù eus an inizi [kinniget amañ] a zo da vezañ implijet gant arbennigourien hepken evit palioù resis.

  1. Brown, Michelle P., Manuscripts from the Anglo-Saxon Age, p. 13 (arroudet), 2007, British Library, (ISBN 978-0-7123-0680-5)
  2. 2,0 ha2,1 Saunders, Corinne (2010). A Companion to Medieval Poetry. John Wiley & Sons. 52 p. ISBN 978-1-4443-1910-1. 
  3. Michael Lapidge (2013). The Wiley-Blackwell Encyclopedia of Anglo-Saxon England. John Wiley & Sons. 423 p. ISBN 978-1-118-31609-2. : Entry "Script, Anglo-Saxon"
  4. Brown, Thomas Julian (1993). in J. Bately: A Palaeographer's View. Selected Writings of Julian Brown.. London : Harvey Miller Publishers. 
  5. 5,0 ha5,1 Everson (2006-08-06). N3122: Proposal to add Latin letters and a Greek symbol to the UCS. ISO/IEC JTC1/SC2/WG2. Kavet : 2016-11-22.

Mont pelloc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pfeffer Mediæval Ul lizherenn vihan an inizi evel ur font Unicode (evit gwir ul lizherenn vihan karolingian gant variezonoù an inizi)