Mont d’an endalc’had

Skotich

Eus Wikipedia
Skotich
seurt sonerezh, type of dance
Iskevrennad euscountry dance, dañs hengounel, music of Europe Kemmañ
Genidik aBohemia Kemmañ
Dezverket drefolk music genre Kemmañ

Ar skotich (pe scottish hervez ar galleg, Schottisch en alamaneg, chotis e spagnoleg, xote e Brazil), zo un dañs-pobl eus Alamagn, Aostria, ha Suis. Un dañs a zaou eo, hep darempred ebet gant Bro-Skos.

E Breizh-Veur e tegouezhas e 1848, hag anvet "polka alaman" (German polka). E Bro-C'hall ec'h erruas daou vloaz goude hag anvet shottish, diwar ar ger alamanek Schottisch. Pa darzhas ar brezel e 1914 e voe dialamanekaet hag adanvet scottish.

Chulapos o tañsal chotis e festoù San Isidro e Madrid, Spagn.

E Breizh e oa peuzdianav betek ar bloavezhioù 1980 pa deuas lanv ar bal traditionnel da glask kemer lec'h ar festoù-noz. Hiziv e vez dañset kenañ gant ar gwellañ dañserien ha dañserezed hag un tammig bihan gant ar re all, ha plijout a ra d'an akordeoñserien vreizhat seniñ tonioù skotich deuet a bep seurt bro.