Skol er gêr

Eus Wikipedia

Ar Skol er gêr zo un doare d'ober skol ma chom ar bugel pe ar vugale er gêr da vezañ skoliataet gant o zud. Daoust ma vez graet kalzig e Stadoù-Unanet Amerika n'eo ket gwall anavezet e Frañs nag e Breizh. N'emañ ket er-maez diouzh al lezenn avat dre ma c'houlenn e vije desket ar vugale etre 3 ha 16 bloaz ha n'eo ket skoliataet dre ret.