Skol Fontainebleau
Skol Fontainebleau eo an anv roet da zaou marevezh eus an arz e Bro-C'hall.
Kentañ skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Diana an Hemolc'herez" - Skol Fontainebleau (1550-60) (Mirdi al Louvre)
Er skol Fontainebleau gentañ e oa arzourien italian pedet gant ar roue gall Frañsez Kentañ da ginklañ kastell Fontainebleau, da lavarout eo :
- Rosso Fiorentino (Florence en 1494 - Fontainebleau en 1540),
- war e lerc'h Francesco Primaticcio (anavet evel Primatice e galleg), eilet gant Nicolò dell'Abbate.
Ganto e voe levezonet arzourien c'hall evel Jean Goujon pe Antoine Caron. A-wechoù e veneger ivez Benvenuto Cellini, Girolamo della Robbia hag arzourien all pedet gant ar roue gall da Skol Fontainebleau. Lavarout a reer e voe anezhi adalek 1530 betek 1570.
Eil skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gabrielle d'Estrées gant ur c'hoar dezhi, 1594, Mirdi al Louvre, Pariz. Ur skouer eus eil skol Fontainebleau.
En eil skol Fontainebleau, pa voe echu ar brezelioù relijiel, en amzer ar roue Herri IV (1589–1610), e oa arzourien c'hall evel Toussaint Du Breuil ha Martin Fréminet hag un nebeud Flamanked evel Ambroise Bosschaert.