Mont d’an endalc’had

Skoazell:Sevel ur bajenn nevez

Eus Wikipedia

Setu penaos ober evit sevel ur bajenn nevez war Wikipedia.

A-raok krouiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok krouiñ ur bajenn eo mat gwiriañ hag-eñ n'eus ket bet krouet c'hoazh ur pennad heñvel pe damheñvel dindan un anv all. Alies e vez krouet div wezh an hevelep pajenn dievezh. Taolit evezh ouzh ar reolennoù evit sevel titloù.

Un ali a c'hallomp reiñ deoc'h eo degas war Wikipedia labourioù hoc'h eus gallet kas war-raok e lec'h all evit ezhommoù all. Broudañ a reomp ac'hanoc'h da zegas amañ titouroù pe keleier bet kavet ganeoc'h en domani foran pe e raktresoù digor all.

Diwallit : Dalc'hit atav en ho soñj ez eo wikipedia un holloueziadur frank a wirioù. Perzh a gemerit e savidigezh ur bank titouroù frank a c'hall bezañ implijet gant an holl. Arabat deoc'h degas en ho pennad un dra bennak a zeuje eus ur vammenn ditouriñ gant gwirioù aozer (Copyright) warni. Evel-just, mar fell deoc'h chom perc'henn war ho labour, arabat deoc'h kemer perzh e Wikipedia. Evit gouzout hiroc'h war ar c'hraf-mañ, sellit ouzh Wikipedia:Gwirioù aozer (Copyright)

Krouiñ : penaos tapout krog en ur follenn wenn ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aes-tre eo krouiñ ur pennad en ur leuniañ ar voest skridaozañ a-is. Kuit da chom hep ober fazioù, ec'h aliomp deoc'h lenn ar pezh zo skrivet a-us. Trugarez deoc'h evit kemer perzh e savidigezh an holloueziadur brezhoneg kentañ.

Skrivit titl ho pennad amañ


Tri doare zo, dre vras, evit sevel pennadoù :

  1. E-ser lenn pennadoù Wikipedia zo bet krouet dija e welit liammoù ruz da glikañ pe liammoù heuliet gant ur ?. Tu zo deoc'h klikañ war unan eus al liammoù-se. En em gavout a reot neuze war ur bajenn wenn ma vo kinniget deoc'h krouiñ ar pennad. Barrek oc'h neuze evit skrivañ ho pennad. Pa vo bet echuet ganeoc'h, klikit war ar bouton "Enrollañ" e traoñ ar bajenn. (Implijit ar bouton "Rakwelet" da gentañ mar fell deoc'h gouzout peseurt tres a vo gant ho pajenn a-raok saveteiñ.) — Un doare mat-tre da sikour ledañ an holloueziadur eo sevel liammoù n'eus ket anezho c'hoazh er pennadoù bet krouet dija, klikañ warno ha sevel ar pennad diwar o fenn.
  2. Mar fell deoc'h skrivañ diwar-benn un danvez nevez da vat, an dra gentañ zo d'ober eo implijout ar prenestr "Klask" (sellit ouzh tu kleiz ar bajenn-mañ, da skouer) da welet ma n'hallit ket kavout un dachenn dost (alies un danvez hollek evel Istor, Prederouriezh pe Bevoniezh. Digorit ar pennad o klikañ war "Kemmañ" hag, el lec'h a zere, ouzhpennit anv ar pennad hoc'h eus c'hoant da sevel etre sonelloù doubl [[evel-mañ]]. Pa roit un anv d'ur bajenn nevez eo mat kaout soñj eus ar c'huzulioù evit envel pajennoù. Goude-se, pouezit war ar bouton "Enrollañ" e traoñ ar bajenn. Aze e welot ul liamm ruz war ar bajenn nevez kemmet ganeoc'h. Klikit warnañ ha krogit da labourat war ho pajenn nevez ! — Labourat war domanioù nevez zo talvoudus bras evit skoazellañ Wikipedia da vont war-raok ha lakaat an holloueziadur da vezañ dedennusoc'h-dedennusañ evit al lennerien.
  3. Ma ne gavit ket pajenn ebet da ouzhpennañ ul liamm enni e c'hallit atav skrivañ anv ho pennad er vaezienn ma 'z eo skrivet URL (chomlec'h) ar bajenn Web. Skrivit anv ho pennad goude an droienn wiki/ evel-mañ : http://br.wikipedia.org/wiki/anv ho pennad

Ur wezh krouet ho pennad ganeoc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ma n'ouzit ket tamm ebet penaos ober evit skrivañ ur pennad e c'hallit mont da welet war Skoazell:Penaos skrivañ ur pennad. Mar fell deoc'h teuler ur sell war un dibab pennadoù standard zo war Wikipedia, sellit ouzh patromoù pajennoù.

Evit heñchañ ac'hanoc'h, setu deskrivadur ar pennad peurvat. Gallout a ra bezañ savet kenkoulz gant an deskarded hag ar vailhed : kalz a liammoù diabarzh zo enni, resis eo, meneget eo ennañ ar mammennoù bet implijet ha doujañ a ra da reizhskrivadur ar brezhoneg. Mat, sklaer eo n'eus den peurvat koulskoude !

M'hoc'h eus c'hoant e c'hallit skrivañ ul linenn pe ziv nemetken evit ur pennad. Ar penn kentañ eo. Graet e vez danvez-pennad eus se ("stub" e saozneg : sellit ouzh Luc'haj Wikipedia). Evel-just e c'hallit skrivañ muioc'h, gwelloc'h eo, met n'eo ket ret bezañ gouest da skrivañ pennadoù klok. Kement titour resis pe talvoudus ouzhpennet war Wikipedia zo mat da gaout. Atav e vo unan bennak all evit tremen war ho lerc'h ha klokaat ar pezh hoc'h eus graet. Trawalc'h eo menegiñ eo diglok ar pennad dre ouzhpennañ ar gemennadenn evit se. Evel-se e c'hall stumm dister ur pennad e penn-kentañ degas kalz a gemmoù all ha bezañ klokaet tamm-ha-tamm hag, a-benn fin ar gont, e vo brav an disoc'h. Graet e vez an efed piranha eus se.

Ur wech savet ur pennad, arabat disoñjal lakaat rummadoù dezhañ ha liammoù etrewiki. Gw. amañ: Wikipedia:Rummadiñ; hag amañ : Ereadur etreyezhoù.