Mont d’an endalc’had

Skoazell:FAG

Eus Wikipedia

Daoust ha gallout a ra neb a gar kemer perzh er Wikipedia ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Respont : Pep hini ac'hanomp a oar tra pe dra, pe a zo dedennet gant tra pe dra. N'eus ket sujedoù uhel ha sujedoù izel. Entanet out gant EAG Gwengamp, gant Miss France, gant an orkideoù, gant ul loen ha ne vez kaoz anezhañ morse pe gant ar fizik nukleel ? N'ec'h eus ken sevel ur pennad pe un dambennad : gant un den all e vo kendalc'het diwezhatoc'h.
Krog gant traou simpl evel buhez un den brudet (Lady Diana, Marx, Rainier de Monaco, an Dalai-Lama, Louison Bobet...) pe ur roll diwar-benn ar sportoù pe al liorzhañ.

Ne gomprenan ket ar rummadoù, an isrummadoù, ar rolloù, ar patromoù hag all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Respont : Ne vern. Gwelet ha gwellaet e vo gant un den all diwezhatoc'h, ha hiraet ar gaoz diouzh an dro. Met diwall : ret eo skrivañ e doare ur holloueziadur, da lavaret eo skrivañ ar fedoù en ur chom neptu.

Piv a zo mestr war ar Wikipedia ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Respont : Den ebet hag an holl dud a ra gantañ. Lod a lavar ez eo un aozadur urzh-dizurzh (saozneg : chaordic organization). Ur seurt demokratelezh war orjal eo, pa c'heller skrivañ bewech war ar pajennoù kaozeadeg evit goulenn ma vo reizhet an traoù faos pe goulenn ma vo prouet un diogeladenn. Gallout a reer reizhañ war-eeun, met ret eo bezañ sur eus ar pezh a skriver.
Koulskoude ez eus diorroerien (er Stadoù-Unanet) a c'hell melestrañ an holl ardivinkoù ha kemmañ mont-endro ar poelladoù. Hag e pep Wiki e kaver ur skipailh melestrourien a c'hell nullañ pajennoù hag a-wechoù difenn ouzh un den dont war ar wiki e-pad 7 deiz. Dilennet e vez ar velestrourien gant ar re a labour ingal war ar Wiki hag o deus ur gont hag ul lesanv.

Pa ne vez ket heñvel mennozhioù an dud, penaos e vez savet ar pennadoù hep brezeligoù gant adverkañ/diverkañ dizehan ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Respont : Ar re n'emaint ket a-du a zle skrivañ o savboent war ar bajenn kaozeadeg hag ivez silañ savboentoù all. Alies (met pas atav) e tle ur pennad enderc'hel meur a savboent.

Daoust hag-eñ eo posupl sachañ skeudennoù a zo war ar Wikioù all ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Respont : Mard emañ ar skeudenn war Commons, n'eus nemet eilañ he dave : [[Skeudenn:anvarskeudenn]] ha sachet e vo war ar prim pa vo lennet ar bajenn vrezhonek.
Posupl eo kas skeudennoù frank war Commons evit gallout implijout anezho en ur Wiki. Sell spis ouzh statud ar skeudennoù e c'hellfes digargañ.
Tu zo ivez da bellgargañ lod skeudennoù diwar ar Wikipediaoù all dre glikañ war ar skeudenn a zo ezhomm da gaout. Digeriñ a raio ur prenestr ha ret e vo pellgargañ ar skeudenn enni hag he enrollañ war an urzhiataer. Goude-se e ranker skrivañ anv ar skeudenn er pennad a venner lakaat ar skeudenn enni evel-se : [[Restr:anvarskeudenn]] ha klikañ war al liamm ruz : digeriñ a raio ur prenestr all hag a c'houlenno pelec'h mont da glask ar skeudenn bet enrollet en a-raok war da urzhiataer ; merk an hent, ha sede graet an taol.

Pa vez skrivet din war ma fajenn "kaozeadenn", penaos respont dezhañ, dezhi ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa respontez da gemennadennoù unan bennak ez eo gwelloc'h respont war-eeun war bajenn gaozeal an den en deus skrivet dit. Evel-se e vez resevet gant an den-se ur gemennadenn a lavar dezhañ ez eus bet respontet dezhañ. A-hend-all emañ ar riskl ne ouife ket an den ez eus bet respontet dezhañ mar ne soñj ket mont da welet war bajenn gaozeal ar Wikipedourien all. Gwelloc'h eo mont davetañ neuze.

Penaos skrivañ un tamm kod evit ma vo lennet gant an dud ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaat ar c'hod etre merkoù "nowiki" : <nowiki>[[skouer]]</nowiki> pe, evit ur patrom, lakaat '''m|''' er patrom a-benn displegañ mont en-dro ar Wiki ha penaos e vez kaset ar c'hod en-dro gant ar Wiki. Da skouer : <nowiki>[[Rummad:Patromoù Porchedoù|Patromoù Porchedoù]]</nowiki> pe <nowiki>[[Rummad:Lennegezh|Lennegezh]]</nowiki>, pe c'hoazh <nowiki>{{m|Porched:Lennegezh}}</nowiki>. Pouezañ war Kemmañ da rakwelout.

Penaos lakaat / treiñ e brezhoneg ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar pezh a sell ouzh istor ar c'humunioù, meur a destenn (hag am eus) a zo skrivet e galleg. Penaozh treiñ e brezhoneg en un doare simpl ?

Respont : Gra gant ar Poull-traezh. Eno e c'helli treiñ war-eeun an teulioù a zo ez kerz, ha rakwelout da labour kent embann ar pennad. Evit a sell ouzh an doare da ginnig pennadoù diwar-benn kumunioù, kemer skouer diwar ar pennadoù a zo dija, pa implijont patromoù hag a zo bet savet a-ratozh-kaer.