Skoñs an Andoù
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Carnivora | ||
| Kerentiad : | Mephitidae | ||
| Genad : | Conepatus | ||
| Anv skiantel | |||
| Conepatus chinga Molina, 1782 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Skoñs an Andoù (Conepatus chinga) a zo ur bronneg hag a vev e Suamerika (Chile, Arc'hantina, Uruguay, Brazil, Paraguay, Bolivia ha Perou).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 2.5 ha 5 kg eo e bouez hag etre 45 ha 90 cm e hirder.
Du eo skoñs an Andoù, gant div roudenn wenn a bep tu d'e gein. Gwenn eo an darn vrasañ eus e lost.
Gouennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mare ar gouennañ a c'hoarvez e fin miz C'hwevrer ha penn kentañ miz Meurzh.
An dougen a bad war-dro 2 viz ha ganet e vez etre 2 ha 5 kolen e miz Mae. Tizhet e vez e oad gour gant ar skoñs bihan d'an oad a 10 pe 12 miz.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra en e-unan, nemet da vare ar gouennañ. Oberiant eo diouzh an noz.
Un hollzebrer eo hag en em vagañ a ra diwar amprevaned ha kevnid dreist-holl. Debriñ a ra ivez bronneged bihan, vioù, evned nevez digloret ha frouezh.
Implijout a ra e fri hag e skilfoù evit diskoachañ e voued en douar.
Evel an holl skoñsed e c'hell ezteurel ur c'hwezh kreñv p'en em gav e dañjer.