Skiantoù an douar
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Skiantoù an douar
Iskevrennad eus | skiantoù an natur |
---|---|
Danvez pennañ | Douar, Earth analog |
Is the study of | Douar |
Studiet gant | earth science studies |
Deskrivet en URL | https://geology.com/articles/what-is-earth-science.shtml, https://www.usnews.com/education/best-graduate-schools/articles/what-earth-science-is-and-reasons-to-study-it, https://www.nsf.gov/geo/ear/about.jsp |
Istor | history of Earth science |
Pleustret gant | earth scientist |
Stack Exchange site URL | https://earthscience.stackexchange.com |
Skiantoù an Douar eo an dro-lavar implijet evit pakañ en un termen hepken ar skiantoù a denn d'ar blanedenn Douar. Bez' e c'heller sellout anezho evel un dachenn dibar e-barzh skiant ar planedennoù p'eo an Douar ar blanedenn nemeti anavezet gant boudoù warni.
Daou zoare a zo evit ar c'hlask :
- pe rannañ pep a dachenn e skiantoù dibar
- pe implij ar skiantoù rik (fizik, matematik, kimiezh ha bevoniezh) evit sevel tachennoù etrekelenn.
Sferoù an Douar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Geologiezh a denn da berzhioù maenek an Douar (anvet litosfer), da lavaret eo e galon, e vantell hag e bluskenn). An iskelennoù pennañ a zo ar geofizik, ar c'heogimiezh, , an henouennoniezh, ar vaenoniezh, ar betrologiezh, ar weleadoniezh hag ar ouezelouriezh.
- Ar vourouriezh, al liñvouriezh hag an hidrologiezh a zo ar c'helennoù evit perzhioù dourennek an Douar (hidrosfer). Ar c'helennoù pennañ eo an hidrogeologiezh hag ar vorouriezh fizikel, ar vorouriezh kimiezhel ha ar vorouriezh vevoniel.
- Skiantoù ar aergelc'h a denn da berzhioù aezhennek an Douar (an aergelc'h pe atmosfer)
- Ar skornouriezh a denn da berzhioù skornet an Douar (ar c'hruosfer).
Tachennoù etrekelenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar vevokimiezh a bled gant treuzdougen an danvezioù a-dreuz d'ar sferoù dre argezhoù bevoniel pe c'heologiezhel. Sellet e vez ouzh ar redoù etre an endalc'herien.
- An henvorouriezh hag an henhinoniezh a denn gant klask penaos eo bet ar Mor e mareoù kozh-tre dre sellout ouzh ar gouelezennoù kozh, ar skorn kozh hag ar boudoù morel.
Kelennoù sistemik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An oablouriezh a zeskriv, a zispleg hag a rakwel an amzer dre sellout ouzh an etreober hag a zo etre ar mor-bras hag an aergelc'h.
- An hinoniezh a zeskriv hag a zispleg an hin dre an etreober a zo etre an hidro-, cruo-, lito-, atmo ha bio- sferoù
- Teoriennoù ar Gaia a zo evit displegañ kundu an Douar diwar levezon ar biosfer