Skeul Kinsey

Eus Wikipedia

Gant skeul Kinsey e vez klasket muzuliañ tuadur reizhel pe stad den pe identelezh revel an den-mañ'n-den o vont eus 0 (arallrevelezh klok) betel 6 (heñvelrevelezh klok).

Embannet e oa bet evit ar wezh kentañ e 1948 en ur pennad-skrid Sexual Behavior in the Human Male ("Emdalc'h reizhel ar c'houred") bet savet gant Alfred Kinsey, Wardell Pomeroy hag all ha pouezus e oa bet ivez ar skeul-se en oberenn bet savet war-lerc'h e 1953 Sexual Behavior in the Human Female ("Emdalc'h reizhel ar maouezed").

Fellout a rae da gKinsey diskwel gant ar skeul-mañ ne c'heller ket disrannet an dud e daou rumm nemetken hervez o revelezh dre pouezañ war ar fed m'emal ar revelezh denel un heuliad o vont eus an eil penn d'egile o tremen dre meur a doare kenetreze.

Setu penaos e vez displeget ar skeul:

Rating Description
0 Arallrevel penn-da-benn
1 Arallrevel peurliesañ gant pratikoù heñvelrevel a-wechoù
2 Arallrevel peurliesañ gant pratikoù heñvelrevel alies a-walc'h
3 Ken arallrevel hag heñvel revel (divrevel)
4 Heñvelrevel peurliesañ gant pratikoù arallrevel alies a-walc'h
5 Heñvelrevelezh peurliesañ gant pratikoù arallrevel a-wechoù
6 Heñvelrevel penn-da-benn

References[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kinsey, et al. 1948. Sexual Behavior in the Human Male.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.