Simon Fraser
Neuz
Meur a Simon Fraser a zo anavezet en istor.
- Simon Fraser, 11vet Lord Lovat, penn ar c'hlan Fraser, lesanvet al Louarn Kozh. Bet eo bet enep James Graham, 5vet Earl a Vontrose (ganet d'ar 25 a viz Here 1612 ha bet krouget d'an 21 a viz Mae 1650; anvet da varkiz e 1644) da vare ar brezel etre Charlez Iañ ha Cromwell hag ar "gConvenanters". E-kerzh emsavadeg jakobat 1715 e voe eus tu roue Bro-Saoz met treiñ a reas eus tu ar Jakobidi e 1745. Dibennet e voe goude emgann Culloden d'an 9 a viz Ebrel 1747 e Londrez daoust d'e oad (ganet oa bet e 1667 )ha d'ar fed n'en doa ket kemeret perzh en emgann peogwir e oa e vab e penn ar c'hlan eno.
- Simon Fraser, e vab, a voe pardonet hag a savas e 1757 1800 den eus ar c'hlan evit mont da vrezeliñ en arme Breizh-Veur enep Gallaoued Kanada. E 1747 e voe lemet an titl a Lord Lovat abalamour d'an emsavadeg. Mont a reas da get al lignez eeun war dro hanter-kant vloaz war lerc'h.
- Simon Christopher Joseph Fraser (9 a viz Gouere 1911-16 a viz Meurzh 1995). Ofisour en arme Breizh-Veur hag en arme tiriadel (Territorial Army) "Lovat Scouts". Brudet eo evit ar perzh bet kemeret gantañ evel jeneral, penn ar "1st Special Service Brigade", en eil brezel bed hag en dilestradeg peurgetket. Bez e oa gantañ e soner bag-pipe prevez Bill Millin pa zilestras war Sword Beach. E rolha 25vet Penn Kaln l a voe c'hoariet gant Peter Lawford er film "The Longest day" (1962, sevenerien : Ken Annakin, Andrew Marton, Bernhard Vick, Gerd Oswald, Darryl F. Zanuck). Pevare Baron Lovat oa (krouet oa bet an titl en-dro e 1837) hag 15 vet Lord Lovat "de jure" ha 17 vet "de facto" ha 25vet Penn klan Fraser of Lovat.