Simon Bar-Kokhba

Eus Wikipedia

Simon ben Kosevah, brudet dindan an anv Bar-Kohba (שמעון בן כוסבה, marvet e 135), a oa un tiern-arme yuzev a gasas pobl Judea d'en em sevel a-enep ar Romaned da vare Emsavadeg Bar-Kokhba etre 132 ha 136. Sevel a reas ur stad dizalc'h ma voe nasi ("priñs") enni a-raok bezañ trec'het gant ar Romaned.