Sidford
Neuz
Sidford zo ur gêrig e Bro-Saoz, e Devon, war ar stêr Sid hag a red a-hed 10,5 km betek tizhout Mor Breizh e Sidmouth, etre Exmouth ha Lyme Regis.
Ar stêr Sid a ro he anv da Sidbury (= bourg, pe kreñvlec'h war ar Sid), da Sidford (= roudour war ar Sid), ha da Sidmouth (= genoù ar Sid).
Hervez Rivet & Smith e oa eno un annezadenn roman anvet Moridunum ː[1]
- Itinerarium Antonini 4837 (Iter XII) ː Muriduno
- Itinerarium Antonini 48616 (Iter XV) ː Moriduno
- Dizanv Ravenna 1062 ː Melamoni; 1064 ː Milidunum; 1069 ː Moridunum; 10613 Moriono
- Tabula Peutigeriana ː Ridumo
Talvezout a rafe an anv Moridunum kement hag "ar c'hreñvlec'h (*-dunum) e-kichen ar mor (*mori-)".
Dre an aer (Google Earth) e vez gwelet ur park kelc'hiek nepell a-us Sidbury, er pezh a zo war a seblant ur c'hember bihan.
Evel-just, ar Moridunum-se n'eo ket ar memes hini hag hini Bro-Gembre.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.