Sibel Kekilli

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Sibel Kekilli e 2017.

Sibel Kekilli, ganet d'ar 16 a viz Even 1980 e Heilbronn er Baden-Württemberg, zo un aktourez alaman a orin turk. Kroget he devoa da labourat er sinema evel aktourez pornografek. Brudet eo bet adalek 2011 evit he roll evel Shae, serc'h Tyrion Lannister er stirad skinwel Games of Thrones. Alaman eo deuet da vezañ e 1999.

Harpañ a ra ar gevredigezh Terre des Femmes a-enep ar feulster graet d'ar maouezed. E miz Kerzu 2006, e-pad un emvod a-enep ar feulster graet d'ar maouezed savet gant ar gazetenn turkeg Hürriyet e Berlin, e voe graet tabut outi. Diskleriet he devoa: "Komprenet em eus va unan, ar feulster korf ha spered a zo gwelet evel reiz er familhoù muzulman. Trist eo, ar feulster a zo liammet gant sevenadur an Islam". Kannad meur Turkia a oa aet maez ar sal raktal embannet he soñjoù. Kunujennet e vez alies Sibel Kekilli war ar rouedadoù sokial war an tem-se.[1]

Sibel Kekilli e-pad ar Berlinale 2012.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]