Shingeki no Kyojin

Eus Wikipedia
Logo Shingeki no Kyojin

Shingeki no Kyojin (japaneg: 進撃の巨人, Brezhoneg: Tagadenn an Titan) zo ur manga japanek skrivet ha treset gant Hajime Isayama. An heuliad a oa bet kroget da embann er gazetenn Shōnen Magazine d'an 9 a viz Gwengolo 2009, 24 levrenn tankōbon a zo bet betek miz Kerzu 2017.

Mab-Den a vev e kêrioù kelc'hiet gant mogerioù ramzel; an difenn efedusañ a-enep an ditaned, doare brizh tud ramzel o tebriñ an dud dizehan hag hep abeg anat. An istor a zo gwelet dre lagad Eren Jäger hag e gamaladed a-vihanik Mikasa Ackerman hag Armin Arlert. An tri a emezel en nerzhioù lu evit talañ ouzh tagadennoù an ditaned war o c'hêr. Mamm Eren a oa bet lonket e-pad un dagadenn ha touet en deus lazhañ an holl Ditaned. Goustadik gant an istor o vont war-raok e tizolo al lenner ar wirionez war an Ditaned.

Chema aozadur tiriad Mab-den

Ur stirad skinwel doare tresadenn-bev japanat a zo bet savet gant Wit Studio hag a zo bet skignet etre miz Ebrel ha Gwengolo 2013 war ar chadenn MBS e Japan. 25 lodenn a oa bet. Un eil koulzad 12 lodenn a zo bet skignet etre miz Ebrel hag Even 2017. Un trede koulzad a vo e 2018.

Ur film live troc'het e div lodenn a zo bet skignet e-pad an hañv 2015. Savet ez eus ebt ivez c'hoarioù video, romantoù doare light novel hag heuliennoù manga a zo bet savet awenet gant an heuliad diazez.