Sheikh Hasina
| Rann eus | Sheikh–Wazed family |
|---|---|
| Reizh pe jener | plac'h |
| Bro ar geodedouriezh | Bangladesh |
| Anv e yezh-vamm an den | শেখ হাসিনা |
| Anv-bihan | Hasina |
| Anv-familh | Wazed |
| Anv | ꠡꠦꠈ ꠢꠣꠍꠤꠘꠣ |
| Deiziad ganedigezh | 28 Gwe 1947 |
| Lec'h ganedigezh | Tungipara Upazila |
| Tad | Sheikh Mujibur Rahman |
| Mamm | Sheikh Fazilatunnesa Mujib |
| Breur pe c'hoar | Sheikh Kamal, Sheikh Russel, Sheikh Rehana, Sheikh Jamal |
| Pried | M. A. Wazed Miah |
| Bugel | Sajeeb Wazed, Saima Wazed |
| Kar | Tulip Siddiq |
| Yezh vamm | banglaeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | banglaeg |
| Yezh implijet dre skrid | banglaeg |
| Kondaonet evit | torfed a-enep Mab-Den, goubrenerezh |
| Micher | politiker, skrivagner |
| Bet war ar studi e | Eden Girls' College |
| Strollad politikel | Bangladesh Awami League |
| Relijion pe kredenn | Islam |
| Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2017 |
Sheikh Hasina Wazed, ganet d'an 28 a viz Gwengolo 1947, zo ur bolitikourez eus Bangladesh ha bet eo bet an 10vet kentañ-ministr eus ar vro etre miz Even 1996 ha miz Gouere 2001. Goude-se eo distro er memes post etre Genver 2009 ha miz Eost 2024. Merc'h Sheikh Mujibur Rahman eo, tad ar vro ha kentañ prezidant Bangladesh. En holl eo bet kentañ-ministr ar vro e-pad 20 vloaz, ar pezh a ra eus outi ar c'hentañ-ministr chomet ar pellañ en istor Bangladesh. A-raok bezañ skarzhet goude un heuliad manifestadegoù gwadek e 2024, e oa-hi ar vaouez e penn ur gouarnamant chomet ar pellañ amzer.
Kondaonadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kondaonet eo bet in absentia d'ar marv d'al lun 17 a viz Du 2025, rebechet e oa dezhi bezañ talet garv un heuliad manifestadegoù e 2024 a oa bet evel disoc'h da skarzhañ anezhi diouzh ar galloud hag hi rediet da vevañ en harlu. Ar barner Golam Mortuza Mozumder en deus embannet e oa kaoz eus torfedoù a-enep Mab-den ha setu perak ne oa nemet un doare da gastizañ anezhi hag e oa d'he lakaat d'ar marv.[1]