Shōjo Comic

Eus Wikipedia

Shōjo Comic (japaneg : 少女コミック berraet e 少コミ Shōkomi, Sho-Comi pe Shōcomi) a zo ur magazin manga shōjo a vez embannet div wech ar miz e Japan gant Shōgakukan. Krouet eo bet e 1968. Pa voe krouet e oa ur sizhunieg, ha sizhuniek e chomas betek ar bloavezhioù 1980. Er bloavezhioù 1970 e voe mebannet kalz mangaoù nevezer e Shōjo Comic, evel re Moto Hagio ha re Keiko Takemiya.

Ar mangaoù embannet ennañ a vez savet evit krennardezed. Pa voe krouet ar magazin ne oa ennañ netra a denne d'ar reizhelezh, ne veze ket diskouezet tud o pokañ an eil gant egile zoken. Gant an amzer o tremen ez eo cheñchet an traoù, hag embannet ez eus bet ennañ mangaoù enno reizhelezh evel Kaikan Phrase savet gant Mayu Shinjo. Hiziv an deiz ez muioch a reizhelezh er magazin evit ar pezh a gaver e Margaret hag e Hana to Yume.

Ar mangaoù embannet er magazin a vez embannet e albomoù s (tankōbon goude.

Mangaka ha mangaoù embannet e-barzh Shōjo Comic[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Magazinoù stag[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diviz a-zivout ar pezh a zo er magazin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2007 e voe lakaet Sho-Comi da vagazin gwashañ evit ar re yaouank gant Japanese National PTA abalamour d'ar reizhelezh a gaver ennañ.[1] Kerent zo a zo aet e daremrped gant an embanner evit e gelaouiñ.[2] Hervez un enklask kalset gant Kevredigezh Embannerien Magazinoù Japan e 2005 ez eus 26% eus Sho-Comi hag a zo dindan 13 vloaz.[3]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://comipress.com/news/2007/05/17/1981 Sho-Comi the Worst Shojo Manga Magazine for Children According to Japanese Parents, ComiPress, 17 a viz Mae 2007
  2. http://comipress.com/article/2006/11/30/1093 On Modern Shoujo Manga and Sex: Excessive Sexual Material in Shoujo Manga and Magazine, ComiPress, 30 a viz Du 2006
  3. http://comipress.com/article/2007/07/17/230 A History of Shojo, Loli, and Harmful Books, ComiPress, 17 a viz Gouere 2007


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける