Mont d’an endalc’had

Seziz Jaffa

Eus Wikipedia
Seziz Jaffa
seziz
Rann eusFrench invasion of Egypt and Syria Kemmañ
Lec'hJaffa Kemmañ
Daveennoù douaroniel32°2′43″N 34°46′11″E, 32°3′8″N 34°45′11″E Kemmañ
Deiziad7 Meu 1799 Kemmañ
Deiziad kregiñ3 Meu 1799 Kemmañ
Deiziad echuiñ7 Meu 1799 Kemmañ
Map
Buonaparte o weladenniñ bosenneien Jaffa. Taolenn gant Antoine Gros.

Seziz Jaffa a c'hoarvezas e Jaffa eus an 3 d'ar 7 a viz Meurzh 1799 da vare tro-vrezel ar jeneral gall Napoleone Buonaparte en Egipt. Trec'h e voe an arme c'hall war hini ar jeneral ottoman Djezzar Pacha (djezzar a dalv kement ha kiger).

Ur porzh a bouez e oa Jaffa e Siria gozh (Israel hiziv) hag evit ober berzh gant e arme en Egipt e kavas da Napoleone Buonaparte en doa ezhomm da staliañ e vorlu eno.

Goude seziz El Arish ez eas soudarded Buonaparte war-raok e Siria. War o hent e voent trubardet gant o ambrougerien, taget gant preizherien, ha ret e voe dezho gouzañv naon ha sec'hed.

D'an 3 a viz Meurzh e tegouezhas arme Kléber dirak mogerioù Jaffa, hag a ziazezas he c'hamp div lev eus kêr, war hent Akkra; e-keit-se edo rannarmeoù Bon ha Lannes oc'h astenn o linennoù seziz en-dro da gêr, dirak he mogerioù uhel, gant tourioù ken uhel all, hogen difoz. Djezzar Pacha en doa fiziet an difenn en e soudarded, anezho 1 200 kanolier.