Sez Marsilha (1524)
Neuz
Sez Marsilha (1524)
Rann eus | C'hwec'hvet brezel Italia |
---|---|
Stad | Frañs |
Lec'h | Marselha |
Daveennoù douaroniel | 43°17′48″N 5°22′35″E |
Deiziad kregiñ | 1 Eos 1524 |
Deiziad echuiñ | Gwengolo 1524 |
Sez Marsilha e miz Eost betek Gwengolo 1524 a oa bet un obererezh brezel e-kerzh C'hwec'hvet brezel Italia (1521-1525) gant lu Karl V an Impalaeriezh Santel, renet gant ar Gall Charles de Bourbon hag ar Spagnol Fernando de Ávalos. An oberiadur a oa bet un taol bazh en dour evit an dagerien, a voe rediet da gilañ dre ma oa ul lu c'hall sikour renet gant Frañsez Iañ.
Disoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kolloù bras a oa bet evit an dagerien. Preizhet e oa bet ar maezioù ganto memestra a-raok kilañ buan. Soudarded Karl V a oa aet kuit diouzh Provañs, met, distroet en Italia goude-se, e oant bet trec'h en Emgann Pavia e 1525.