Sexual Assault Prevention & Response

Eus Wikipedia
Sexual Assault
Prevention & Response
Skoed-ardamez Skoed-ardamez
Skoed-ardamez an SAPR
Krouidigezh 2012
Padelezh 2012- Bremañ
Sujidigezh Departamant Difenn ar Stadoù-Unanet
Doare Aozadur enep an tagadennoù-reizhel
Ger-stur "Hurts one, affects all" (Tagañ unan, gloazañ an holl)
Bro Stadoù-Unanet Amerika
Deiz-ha-bloaz SAPR Down Day (Miz Even bep bloaz)
Anvioù all SAPR
Lec'hienn internet http://www.marines.mil
Ur skritell propaganda gant an SAPR "Talañ ouzh an tagadennoù-reizhel a zo kefridi pep hini"

Sexual Assault Prevention & Response (Diarbenn ha diskoulm d'an tagadennoù reizhel) berraet e SAPR a vez graet eus un aozadur Amerikan liammet gant Ministrerezh an difenn hag a zo e bal da stourm a-enep an tagadennoù-reizhel a vez e lu ar Stadoù-Unanet.

Ar gudenn-se a zo gwelet evel sirius-tre[1] gant pennoù-uhel an holl rannoù d'al lu a zo bet o kejañ evit kavout doareoù evit talañ ouzh an drast-se.

Endroadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un enklask a zo bet graet gant Ministrerezh difenn ar Stadoù-Unanet. Ar sifroù a oa bet gwelet evel spouronus ha mezhus dreist-holl e-touezh korf-soudard an United States Marine Corps.

Betek 8% eus hollad merc'hed izili ar strollad-stourm a oa bet taget dre o reizh pe en un doare reizhel, pezh a lak korfad an USMC o kaout an niver uhelañ a dagadennomù-reizhel e lu ar Stadoù-Unanet[2].

Evit klask talañ ouzh ar gudenn drastus-se ez eus bet ouzhpennet d'ar gourdonerezh, abadennoù ha pezhioù-c'hoari. Un niverenn pellgomz a zo bet lakaet e-plas ivez a-benn reiñ an tu d'ar gouzañverien da glask sikour.

An niver a klemmioù a chom uhel er bloavezh 2013, ez eus bet ul lamm a 93% anezho o tremen eus 453 da 876. Bloavezh 2014 ez eo digresket a-nebeut da 855 klemm.

Er c'hlemmioù-se ne vez kontet an tagadennoù-feuls en tiez etre koubladoù.

Ar gudenn-se a zo diazez evit pennoù al lu dre ar brud fall a vez degaset, klasket e vez a-bep seurt diskoulmoù evit e renkañ evel dibunadegoù, lidoù..[3].

Ur gevrenn d'an holl skourioù e lu ar Stadoù-Unanet a zo bet krouet anvet ar Sexual Assault Prevention & Response (Diarbenn ha diskoulm d'an tagadennoù reizhel).

Ur gouzañver a c'hell gervel un niverenn ispisial deiz-ha-noz evit kavout sikour eno.

Skourroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An aozadur Sexual Assault Prevention & Response a zo rannet e meur a skourr:

  • Sexual Assault Prevention and Response Office: skourr pennañ liammet gant Departamant an difenn.
  • Army Sharp: Sexual Harasement/ Assault response and prevention evit an US Army
  • Navy SAPR: Sexual Assault Prevention & Response evit an US Navy
  • National Guard SAPR: Sexual Assault Prevention & Response evit ar Gouard broadel
  • Marines SAPR: Sexual Assault Prevention & Response evit a USMC

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]