Mont d’an endalc’had

Sessomatto

Eus Wikipedia
Sessomatto

Laura Antonelli e 6vet lodenn]]
Bro orin  Italia
Titl orin Sessomatto
Filmaozer Dino Risi
Senario Ruggero Maccari
Sonerezh Armando Trovajoli
Pennaktourien Laura Antonelli
Giancarlo Giannini
Alberto Lionello
Doare Komedi
Padelezh 115 munutenn
Bloaz 1973

Sessomatto ("Rev sot") zo ur film italian, fentus hag erotek, kaset da benn e 1973 gant Dino Risi (1916-2008. Giancarlo Giannini ha Laura Antonelli a c'hoari an tudennoù pennañ.

Nav lodenn zo er film, an holl anezho diazezet war ar rev hag an troziadezhioù revel.

1 – Signora, sono le otto • Itron, eizh eur eo ! (10 mn)

Ur mevel ne oar ket penaos dihuniñ ar vestrez-ti, ha dre-se en deus darempredoù revel ganti.

2 – Due cuori e una baracca • Div galon en ul lochenn (5'30")

Ur c'houblad peorien a ziskred e vezont doganet an eil gant egile ; bewech ma tistro ar gwaz d'ar gêr e vez kann etrezo. Buan avat e sioula an traoù hag e orgedont, broudet ma vezont gant ar c'hann.

3 – Non è mai troppo tardi • Nepred ne vez re ziwezhat (7'30")

Un alvokad ne ra ket war-dro e bried yaouank koant, rak ar maouezed koshoc'h eget 70 vloaz a blij dezhañ, hag unan dreist-holl. Dont a ra a-benn da orgediñ ganti. Nepell goude e verz ar vaouez kozh e teu an alvokad d'he zi pa vez ezvezant ; diskrediñ a ra ez eo evit ober al lez d'he matezh yaouank, met kavout a raio emañ o klask kaout he mamm 90 vloaz.

4 – Viaggio di nozze • Sizhun briedelezh (17')

Ur c'houblad nevez-euredet a ya da Venezia evit o sizhun briedelezh, met daoust d'ar gwaz bout entanet ne zeu ket a-benn da seveniñ an dimeziñ. Ar vaouez a gav ne c'hall he fried orgediñ nemet e karbedoù o fiñval, neuze ez eo er saverez da dizhout o ranndi e sevenont an dimeziñ evit ar wech kentañ.

5 – Torna piccina mia • Distro, karedig ! (7')

Ur gwaz en deus bet e sac'h digant e wreg ; goulenn a ra digant ur c'hast kenedus en em wiskañ evelti, dont da vout tev ha divalav. Dre-se e klask adkavout ar vaouez a gar kement c'hoazh.

6 – Lavoratore italiano all'estero • Labourerien italien en estrenvro (7')

Un Italian zo o labourat e Danmark evel roer sper ; ur wech e c'hoarvez gantañ en em voloiñ en ur soñjal el leanez koant a labour en ospital.

7 – La vendetta • An dial (11')

E Sikilia e voe lazhet un den gant ar mafia. E intañvez yaouank koant a bed mafioso pennañ ar c'hornad d'he zi, ha kinnig a ra dezhañ orgediñ ganti. Ar pezh a vo graet, betek ma varvo ar mafioso gant un taol-kalon ha m'he devo bet an intañvez he dial.

8 – Un amore difficile • Ur garantez diaes (25')

Un den yaouank eus Puglia nevez-erruet e Milano a gred e vo sikouret gant e vreur a zo bet o chom eno e-pad bloavezhioù, met digant ez-gwreg hennezh e tesk n'eus bet kel ebet eus e vreur abaoe gwerso. Kent distreiñ d'ar vro ez a ar paotr yaouank d'un ti-dañs ma kej ouzh ur vaouez espar ; buan e verz ar paotr e vag karantez ouzh ur c'hast, ha nepell goude e kav n'eus ket ur vaouez anezhi, un treuzwiskad eo. Ha pelloc'h e verz an daou zen ez int breudeur.

9 – L'ospite • Ar c'houviad (15')

Klask a ra gwreg ur rener labouradeg hoalañ ur c'houviad deuet da goaniañ. Broudet eo he fried gant kement-se – brouzet n'eo ket, pa skarzh ar c'houviad, a zo unan eus e implijidi, ha pa ro pour d'e wreg evit al labour vat he deus graet. Ar c'houviad, eñ, zo bet broudet ivez, neuze e lamm war ar vatezh.