Servijoù publik
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar servijoù publik eo lakaat terkañ laz hollek nann marc'hadourel e plas en ur gumuniezh.
Paeet e vez ur priz izeloc’h eget hini ar produerezh, betek bezañ digoust a-wechoù. Paeet e vez dre ar savadennoù ret a vez tennet diwar ar goproù.
Goude an Eil Brezel-bed gant Jèze, Rolland, Bonnard, de Laubadère e voe krouet ar servijoù publik evel m'emaint bremañ. Krouet e vez lec’hioù, gant arc’hant ar Stad hag ar strollegezhioù tiriadel, diazezadur publik (ti-kêr, skol-veur) ha tud prevez (treuzdougen boutin).
Ar servijoù publik a rank bezañ dibaouez (n’o deus ket ar gwir da serriñ evit mont da vanifestiñ), digor d’an holl hag emdroüs (mont war-raok, nevezadenniñ gant ar c’hemmoù gevredigezhel). Gaston Jèze : ezhommoù laz hollek roet gant gouarner ur vro.
Roll ar servijoù publik zo degas unaniezh en ur gêr, stourm a-enep an dizingalderioù.
Ur servij foran : al levraouegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontet e vez tremen 16 000 levraoueg publik hiziv e Frañs. Ul levraoueg he deus ar rediñ da gaout eurvezhioù ledan, evit ma vefe digor da bep seurt eurvezhioù evit a bep seurt tud. Ingalded, da c’houzout kinnig un hollad a sevenadur gant soñjoù disheñvel dre a bep seurt doareoù disheñvel evit en em kelaouiñ. Ul lec’h ma vez tabutoù, deskadurezh, nevezadenn sokial hag all eo al levraouegoù.