Mont d’an endalc’had

Serora

Eus Wikipedia
Ti ar serora (1763) en Arbona
Ti ar serora e Jatsu
Ti ar serora en Hiriburu.

Ar serora, pe andere serora (benoîte e galleg), a oa ur vaouez karget da ziwall an iliz hag ar vered en Ipar Euskal Herria gwechall. Tennañ a ra un tamm d'ar sakrist e Breizh.

Ganti e veze alc'hwezioù an iliz, ha dezhi e oa da naetaat al lec'h, d'ober war-dro al lienennoù santel, an dilhad oferennañ hag an aoterioù. Seniñ ar c'hleier a rae ivez, evit gervel an dud d'an oferenn hag ivez evit pellaat arnev ha kazarc'h.

Peurvuiañ e veze ur vaouez yaouank a-walc'h, 30 vloaz bennak, pe un intañvez, ha ral a wech ur wreg dimezet. Dre gontrad e servije an Iliz betek fin he buhez, hag evit se e veze roet dezhi un ti, ed ha bara, hag arc'hant da vare lidoù zo (badeziantoù, euredoù, obidoù).

Evit kaout ar garg e ranke reiñ un argouroù ker a-walc'h d'ar barrez : a-wechoù e veze kevezerezh etre meur a vaouez, ha d'an hini a roe ar muiañ e veze roet ar garg. A-du gant dibab ar barrez e ranke bezañ an eskob.

Ti ha liorzh he devez e-tal an iliz. E Jatsu eo skrivet us d'an nor: seroraenea (ti ar serora).

Alies e veze beziet en iliz, evel e Sara.

Eus ar c'hiz kozh-se e chom tier anvet benoîteries e galleg. En hini Arbona e vez graet diskouezadegoù. Un 30 en holl zo bet renablet en Iparralde. Hini Hiriburu zo monumant istorel abaoe 1991 evel meur a hini all.