Seren Cymru
Seren Cymru zo ur gazetenn gembraek, savet e 1851 e Caerfyrddin gant Samuel Evans (Gomerydd) (1793-1856).
Bep pemzektez e teue er-maez en deroù. Nebeut a verzh a reas avat ha paouez a reas da zont er-maez e 1852. E 1856 e voe adsavet, dindan renerezh John Emlyn Jones (Ioan Emlyn) (1818-1873) ha muioc'h a verzh a reas neuze. Dont a reas da vezañ ur gazetenn sizhuniek e 1863. Enni e veze kavet keleier lec'hel, keleier eus Kembre hag eus ar bed, ha pennadoù ma veze embannet soñjoù radikal. Perc'hennet e oa gant W. Morgan Evans, ur mouller, a-raok ma voe gwerzhet e 1880 d'ur strollad badezourien. Goude-se e voe renet gant Benjamin Thomas (Myfyr Emlyn) (1836-1893), John Jenkins (Gwili) (1872-1936) ha David Eirwyn Morgan (1918-1982)[1].
Derc'hel a ra Unvaniezh Badezourien Kembre (Undeb Bedyddwyr Cymru) da embann Seren Cymru betek hon amzer[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Seren Cymru e Papurau Newydd Cymru Arlein, Levraoueg Vroadel Kembre
- ↑ Undeb Bedyddwyr Cymru