Senhor do Bonfim (Bahia)
Neuz
Ur pennad Senhor do Bonfim zo ivez.
Senhor do Bonfim zo ur gumun eus Brazil e stad Bahia.
74.431 a dud zo bet kontet e 2010. 817 km² zo dindani.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe ar gumun e 1885. A-raok-se e oa anvet Estrada da Boiada (hent an tropelloù saout), rak dre eno e tremene an tropelloù kaset gant ar vesaerien. Goude e voe anvet Arraial do Bom Jesus, ha diwezhatoc'h Vila Nova da Rainha, d'ar 1añ a viz Here 1799, rak hervez a gonter e oa bet eno ar rouanez Maria Iañ, mamm ar roue João VI ; met ne zeuas homañ da repuiñ da Vrazil nemet e 1809. N'eo ket he donedigezh eta a zo orin d'an anv roet e 1799, daoust ma c'hallje bezañ bet roet en enor dezhi.