Seizhvet Kroaziadeg
Neuz
Seizhvet Kroaziadeg | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Kroaziadegoù | |||||||
Argad Damiette, Chroniques de Saint-Denis (XIVvet kantved) | |||||||
|
Ar seizhvet kroaziadeg a oa ur "bircʼhirinerezh armet" savet gant roue Frañs Loeiz IX hag a badas eus miz Eost 1248 betek e faezhidigezh e miz Ebrel 1254.
Pal ar groaziadeg-se e oa harpañ stadoù latin ar Reter hag adaloubiñ Jeruzalem adarre kent ma kouezhje dindan beli ar vuzulmaned.
An argad a dremenas war tiriad Sultanelezh an Ayyoubided en Ejipt, a oa kreiz ar galloud muzulman hag a zalc'he Jeruzalem. Un trec'h da vat a-enep Ejiptiz a veze gwelet evel pouezus-kenañ da c'hallout kemer Jeruzalem en-dro goude-se.
En Alamagn e vez graet ar c'hwec'hvet kroaziadeg anezhi en abeg da groaziadeg Frederik II ha kroaziadeg Damiette hag a vez gwelet evel ar bempvet kroaziadeg en he fezh ganto.