Shetland

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sealtainn)

  • ██ Shetland e Bro-Skos
  • Inizi Shetland (gouezeleg Sealtainn) zo un enezeg e Bro-Skos, ur 80 km er biz da inizi Orc'h ha 280 km er gevred da inizi Faero. 22 000 bennak a dud a oa o chom eno e 2005. Ur c'hant enezenn bennak a ya d'ober an enezeg met n'eus nemet 16 anezho a-gement a zo annezet. 1 468 km² eo hollad ar gorread. Lerwick eo ar gêr-benn. Shetland a zo unan eus 32 comhairle (council area) Bro-Skos.

    Den ne oar a belec'h e teu an anv Shetland[1]. n'eus anv gouezelek ebet d'an enezeg.

    E 43 e kaver meneg eus an enezeg anvet Haemodae, gant Pomponius Mela[2] hag e 77, dindan bluenn Plinius an Henañ, e kaver ar stumm Acmodae[3]. Un anv all a gaver, gant Tacitus, en Agricola, e -98, pa veneg ar morlu roman en doa gwelet "Thule", pelloc'h eget enezeg Orc'h[4].

    Er skridoù heniwerzhonek e reer Inse Catt eus an enezeg. An anv Catt a c'hallfe bezañ anv an annezidi, hag adkavout a reer anezhañ war douar-bras Bro-Skos, en anvioù Caithness ha Cataibh.

    Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    1. Jakobsen, Jakob : The Dialect and Place Names of Shetland: Two Popular Lectures. T. & J. Manson, 1897.
    2. Mela III, 6, 54 : septem HAEMODAE contra Germania vectae
    3. Plinus NH IV, 103 : VII ACMODAE
    4. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982



    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.