Mont d’an endalc’had

Seán Ó Ríordáin

Eus Wikipedia
Seán Ó Ríordáin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIwerzhon Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSeán Ó Ríordáin Kemmañ
Anv-bihanSeán Kemmañ
Anv-familhÓ Ríordáin Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Kerzu 1916 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBaile Bhuirne Kemmañ
Deiziad ar marv21 C'hwevrer 1977 Kemmañ
Lec'h ar marvGlanmire Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetiwerzhoneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridiwerzhoneg Kemmañ
Micherskrivagner, barzh Kemmañ

Seán Ó Ríordáin (3 a viz Kerzu 1916 21 a viz C’hwevrer 1977) zo unan eus barzhed iwerzhonek brudetañ an XXvet kantved. Ganet e voe e Baile Bhuirne, e gouezelegva Kontelezh Korkig (Corcaigh) e 1917, hag eno e tremenas e vugaleaj. Goude-se ez eas da Gorkig evit e studioù ha tremen a reas ar braz eus e vuhez er gêr-se. E zastumad barzhonegoù kentañ e voe Eireaball Spideoige, e 1952. Ur barzh kristen e oa Ó Ríordáin. Gwall glañv e voe a-hed e vuhez ha kalzik en deus skrivet diwar-benn ar vuhez hag ar marv.

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Eireaball Spideoige, 1952.
  • Brosna, 1964.
  • Rí na nUile, 1967. Embannadur divyezhek eus barzhonegoù heniwerzhonek, kenembannet gant ar c’helenner Seán S. Ó Conghaile.
  • Línte Liombó, 1971.
  • Tar éis mo Bháis, 1978, embannet gant Seán Ó Coileáin.
  • Scáthán Véarsaí, 1980. Un dibab eus e varzhonegoù hag e skridoù all.

E-pad bloavezhioù ivez e skrivas pennadoù er gazetenn Irish Times. Embannet int bet e-barzh Cá bhFuil Éire? Guth an Ghaisce i bPrós Sheáin Uí Ríordáin, gant Stiofán Ó Cadhla (Dulenn, 1998).

  • Al Liamm, niv. 120, En ezvezañs, Louc’h an treid, Yezh hanter din, barzhonegoù lakaet e brezhoneg gant Loeiz Andouard
  • Al Liamm, niv. 200, Kil an ti (Cúl an ti), barzhoneg lakaet e brezhoneg gant Loeiz Andouard
  • Barzhonegoù iwerzhonek, troet ha kinniget gant Éamon Ó Ciosáin, Skrid niv. 33, 1982. Pemp barzhoneg gant Seán Ó Ríordáin.