Mont d’an endalc’had

Sderot

Eus Wikipedia
Sderot
kêr
Deiziad krouiñ1951 Kemmañ
StadIsrael Kemmañ
E tiriadAshkelon Subdistrict, Distrig ar Su Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°31′30″N 34°35′49″E Kemmañ
Gevellet gantAntony, Steglitz-Zehlendorf Kemmañ
Darvoud-alc'hwezBattle of Sderot Kemmañ
Map

Sderot (hebraeg: שׂדרות [sdeˈʁot], a dalvez "balioù" ; arabeg: سديروت Soudirot) a zo ur gêr e su Israel, e Distrig ar Su. E 2007 e oa 19 300 annezad enni, ouzhpenn 99% anezho a orin yuzev ; 30 553 a du a oa e 2021[1].

  • Diazezidigezh : 1951
  • Gorread : 4,472 km²
  • Poblañs : 30 553 (2021)
  • Stankter : 6 832 zen/km²

Ar c'hêriadennoù palestinat anvet Najd ha Huj, hag a oa tamm-pe-damm er memes lec'h, a voe distrujet gant Brigadenn Negev al lu israelian, skarzhet e voe o annezidi, kavout a rejont repu e bandenn Gaza e 1948[2].

An annezidi israelian kentañ en em stalias azalek 1951, e-lec'h ma oa kamp-tremen Gevim-Dorot. Al lod brasañ anezho a oa a orin kurd pe persian. Lochoù ha teltennoù a savjont, hage e krogjont da sevel ti azalek 1954. A-hed ar bloavezhioù 1950 e voe degemeret annezidi nevez, al lod brasañ anezho o tont eus Maroko pe Roumania.

Da vare niveradeg 1961 e oa 87% eus an annezidi a orin eus ar Maghreb (Maroko dreist-holl), hag 11% a oa a orin eus Kurdistan. E 1958 e teuas Sderot da vezañ ur c'huzul-lec'h.

Er bloavezhioù 1990 e voe degemeret divroidi o tont eus URSS, ha dindan dek vloaz e voe daougementet poblañs kêr. Ez-ofisiel e teuas Sderot da vezañ ur gêr e 1996.

Hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tost-tre (nebeutoc'h evit ur c'hilometr) emañ Sderot ouzh bandenn Gaza, ha setu perak eo deuet da vezañ ur gwenn aes da dizhout gant mortezioù Hamas pe re Jihad islamour abaoe penn-kentañ an eil Intifada. D'an 23 a viz Du 2007 e oa bet taolet 6311 roked war Sderot (dindan 23 bloaz)[3].

Daoust ma n'eo ket gwall spis hent-bann ar rokedoù Quassam, ne c'heller ket herzel anezho : ouzhpenn dek annezad eus Sderot a zo bet lazhet abalamour dezho, hag ouzhpenn kant anezho a zo bet gloazet. Setu perak ez eo aet kuit ul lodenn eus an annezidi. War gresk eo aet ar bombezadegoù abaoe miz Gwengolo 2005. Kement a rokedoù Quassam a voe bannet e miz Mae 2007 (goude kudennoù etre izili Hamas ha re Fatah) ken e rankas miliadoù a dud kuitat kêr[4].

Annezad brudetañ ar gêr eo Amir Peretz. Bet eo bet maer Sderot, ha bet eo ivez e penn strollad al labour Israel betek 2007, pa voe ministr an difenn e gouarnamant Ehud Olmert. Eno e vez ivez izili ar strollad sonerezh Teapacks o chom.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]