Satu Mare
Neuz
Satu Mare (distaget [ˈsatu ˈmare] e roumaneg ; Szatmárnémeti en hungareg, Sathmar en alamaneg) zo ur gêr vras e gwalarn Roumania ha kêr-benn distrig Satu Mare, e Treuzsilvania. Emañ war lez ar stêr Someș, er biz da gêr Carei, 660 km diouzh Bukarest, tost da harzoù Hungaria hag Ukraina.
Ur gêr a bouez eo evit gwalarn Roumania, a-fet ar sevenadur hag ar c'henwerzh, abaoe ar Grennamzer. Meneget e oa gant an anv "Castrum Zotmar" er gronikenn latin Gesta Hungarorum.
E 2011 e oa 102 400 a dud o chom e Satu Mare. Kalzig hungaregerien zo en o zouez (37%), met mont a ra o niver hag o dregantad war zigreskiñ a vloaz da vloaz.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kumun Satu Mare (ro) (hu) (de) (en)