Beuzeg
- Evit implijoù all, gwelet Beuzeg (disheñvelout).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Deiziad ganedigezh | 5. century |
Lec'h ganedigezh | Iwerzhon |
Deiziad ar marv | 6. century |
Lec'h ar marv | Abbatiale Saint-Magloire de Léhon |
Micher | beleg |
Karg | abad |
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Gouel | 9 Kerzu |
Tachenn ar sant pe doue | Plymouth |
Budog (stumm kozh), pe Beuzeg, a zo anv daou sant brezhon.
Vvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Beuzeg a oa ur manac'h deuet eus Kembre da Vreizh e dibenn ar Vvet kantved, da-heul Maodez. En em staliet e oant en enezeg Briad. Maodez a oa en Enez Maodez, ha Beuzeg en devoa savet ur manati nepell, en enez Lavred, ar manati kentañ e Breizh Izel, hervez Buhez ar Sent.
E-touez diskibion Beuzeg e oa ar sent Fragan ha Gwenole, a voe kenteliet gantañ, adalek e vugaleaj. Adalek e 7 vloaz betek e vloaz warn-ugent e ije bet chomet Gwenole gantañ.
Anavet eo dre ziv zanevell buhez (pe Vita) :
Hervez Kronikenn Dol, e dibenn an XIvet kantved, e oa bet lakaet da eskob Dol e-lec'h Maglor, a oa bet anvet war-lerc'h Samzun. Met n'hall ket bezañ ha meskaj zo moarvat gant ur Beuzeg all.
Sant paeron
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sant paeron meur a barrez eo:
Gourdisten, a skrive kement-man diwar e benn : "Beuzeg a oa ur servijer heñvel ouzh un ael, pinvidik-meurbet a skiant, eeun-dispar, kemeret gant an holl evit un hent meur war-du ar feiz hag unan eus pileroù galloudusañ an Iliz".
Buhez ar Sent
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lidet eo Beuzeg d'an 9 viz Kerzu. hervez Buhez ar Sent eo daou sant Beuzeg a zo:
- hini ar Vvet kantved, diskibl Maodez
- hini ar VIvet kantved, eskob Dol war-lerc'h Magloar, adalek 570 betek 600.