Sanjuanada

Eus Wikipedia
Alfonso XIII, roue Spagn, gant ar jeneral Miguel Primo de Rivera (en tu dehoù).

Ar Sanjuanada zo un irienn e Spagn e 1926 evit diskar an diktatour Miguel Primo de Rivera.

Anvet eo bet Sanjuanada peogwir e oa da c'hoarvezout d'ar 24 a viz Mezheven, nozvezh sant Yann (San Juan), met tro wenn a reas an iriennerien a felle dezho diskar diktatouriezh ar jeneral Primo de Rivera, savet gant un taol-stad e Gwengolo 1923.

Renet e oa an arnod gant ar jeneraled Valeriano Weyler hag Aguilera, skoazellet gant ar jeneraled Riquelme ha Batet, gouarnour Tarragona.