Sani Abacha
Neuz
Sani Abacha (20 a viz Gwengolo 1943 - 8 a viz Even 1998) a oa ur soudard hag ur politikour eus Nijeria, bet e penn ar Stad etre 1993 ha 1998.
Kemer a reas perzh en taolioù-Stad a-enep Shehu Shagari e 1983 ha Muhammadu Buhari e 1985. Goude dilez Ibrahim Babangida e 1993 e voe lakaet Abacha ministr an Difenn er gouarnamant da c'hortoz. E miz Du 1993 en em lakaas Abacha e penn ar Stad hag envel soudarded e plas kargidi sivil ha staliañ un diktatouriezh. Freuz ha reuz a savas e Nijeria er bloavezhioù da heul, debret ma oa ar vro gant ar goubrenerezh hag an dienez.
Mervel a reas Abacha d'an 8 a viz Even 1998 diwar un taol-kalon.