Sancho IV Kastilha ha León
Neuz
Ur pennad Sancho Kastilha zo ivez.
Ur pennad Sancho León zo ivez.
Ur pennad Sancho IV zo ivez.
Sancho IV « el Bravo » (1257-1295) a oa roue Kastilha ha León etre 1284 ha 1295.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Alfonso X ar Fur, roue Kastilha ha León, ha d'e bried Violante Aragon (1236-1301), merc'h da Jaime Iañ « el Conquistador », roue Aragon.
Dibaouez e reas brezel, pe d'ar Gabalerien, pe a-enep ar Vaored.
Tapout e reas Tarifa[1], ur c'hrenvlec'h meur war strizh-mor Gibraltar, war ar Vaored[2].
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa e 1281 da María de Molina, moereb dezhañ, ha seizh bugel o doe:
- Izabel Kastilha, pe Isabel de Castilla y de Molina, ganet en 1283 e Toro, e Rouantelezh León, ha marvet en 1328, a oa infantez a Gastilha, dimezet div wech:
- da Jaime II Aragon
- da Yann IV, dug Breizh.
- Fernando IV (1285-1312).
- Alfonso Kastilha (1286-1291), marvet da bemp bloaz .
- Enrique Kastilha (1288-1299), marvet da unnek vloaz .
- Pedro Kastilha (1290-1319), aotrou los Cameros.
- Felipe Kastilha (1292-1327), aotrou Cabrera y Ribera ha pertiguero mayor de Santiago.
- Beatriz Kastilha (1293-1359). Rouanez Portugal entre 1325 ha 1357 evel pried Afonso IV.
Digant María Alfonso Téllez de Meneses, itron Ucero keniterv d'ar rouanez María de Molina en doe div verc'h:
- Violante Sánchez de Castilla,
- dimezet en 1293 da Fernando Rodríguez de Castro, aotrou Lemos ha Sarria.
- Teresa Sánchez de Castilla,
- dimezet da Juan Alfonso Téllez de Meneses, Iañ kont Barcelos ha IVvet aotrou Alburquerque, ha mab da Rodrigo Anes de Meneses, IIIvet aotrou Alburquerque, ha da Teresa Martínez de Soverosa;
- goude intañveziñ e miz Mae 1304, e timezas Teresa cda Ruy Gil de Villalobos, ricohombre,
- ur verc'h o doe, anvet María Rodríguez de Villalobos, dimezet da Lope Fernández Pacheco, .
Digant Marina Pérezen doe :[3]
- Alfonso Sánchez de Castilla, dimezet da María de Salcedo, merc'h da Diego López de Salcedo, ha marvet divugel .
Digant ur vaouez all, dianav hec'h anv, en doe ur bugel all :
- Juan Sánchez.[3]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Julia Traducta, hirie Joza, rannvro Cadix, war strizh-mor Gibraltar
- ↑ M.-N. Bouillet : Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie. Embannadurioù L. Hachette et Cie. Paris 1863
- ↑ 3,0 ha3,1 Fazi arroud : Balizenn
<ref>
faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvetGAIBROIS