Mont d’an endalc’had

Sancho III Navarra

Eus Wikipedia
Sancho III Navarra

Sancho Veur, pe Sancho III Garcés, pe Sancho III Navarra (1005-1035), lesanvet el Mayor (ar Meur), a oa roue Navarra adalek ar bloavezh 1000, kont Sobrarbe (1018-1035) ha Ribagorza ha Castiella (1029-1035). En XIvet kantved ne oa roue ebet ken galloudek hag eñ e ledenez Spagn.

Mab e oa d'ar roue García Sánchez II el Temblón, ha da Jimena Fernández de León (marvet war-dro 1035). E vamm a oa merc'h da Fernando Bermúdez, kont Cea, ha d'ar gontez Elvira Díaz eus tiegezh Saldaña. Ar gurunenn a gemeeras etre 1000 ha 1004, ha war un dro hini rouantelezh Pamplona ha hini kontelezh Aragón, dindan ur c'huzul rejañs ennañ an eskibien, e vamm, hag e vamm-gozh Urraca Fernández.

Kont Aragon etre 1028 ha 1029, hag Impalaer ar Spagnoù n'ouzer ket gwall vat pegoulz. Goude e varv e voe rannet e vadoù entre e bevar mab : Fernando Iañ Kastilha, Ramiro Iañ Aragon, Gonzalvo Iañ Sobrarbe ha Ribagorça ha García IV Navarra.