Samothraki
Neuz
(Adkaset eus Samotraki)
Samothraki (Σαμοθράκη e gregach), Samothrake e henc'hresianeg, zo un enezenn hellazat, e-maez da Drakia, e nomos Evros en hanternoz Mor Egea. 2 859 a dud a oa o chom enni e 2011.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trevadennet e voe gant tud Trakia moarvat da gentañ, gant re Eolia ha Ionia goude. Skoazell a roas tud Samothraki da Kserkses pa glaskas aloubiñ Hellaz.
Dalc'het e oa gant Venezia betek 1657 pa voe kemeret gant an Durked. E 1912 e voe roet da C'hres, kadarnaet gant Feur-emglev Bukarest e 1913.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Luc'hskeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Hora Samothraki, dismantroù ar c'hastell
-
Gwel eus an hanternoz war-zu an argoad
-
Neved an Doueed