Mont d’an endalc’had

Salud deoc'h, iliz ma farrouz

Eus Wikipedia

Salud deoc'h, iliz ma farrouz zo ur c'hantik brezhonek en enor d'an iliz-parrez, hag a vez kanet dreist-holl e lodenn vrezhonek Aodoù-an-Arvor. Arouez ar garantez evit ar barrez c'henidik ez eo da gentañ penn.

Salud deoc'h, iliz ma farrouz
Salud iliz ma zadoù kozh!
Ma c'halon a deu da dommañ
Iliz santel, pa ho kwelan


Ma c'halon a zo da dommañ
Ha ma daoulagad da ouelañ,
P'ho kwelan, iliz benniget,
Rak ennoc'h on bet bade(z)et.


Salud d'an tour zo war e benn,
Kroaz hor Salver, sin ar c'hristen;
Zo, en e greiz, kleier o son
E pep mare hag e pep ton.


Din-me, da deiz ma bade(z)iant,
Kleier sakret, c'hwi sone drant!
Ha pa teuio deiz ma marv,
C'hwi, truezus din a sono.


Ma zud, em raok, pell-zo amzer,
A leuske labour ha tier,
Bep sul, bep gouel evit diskuizh,
Gant Jezuz, amañ, 'n hon iliz.