Salami

Eus Wikipedia
Salami

Ar salami (liester ar ger italianek "salame") a zo ur seurt saosison a-orin eus Italia. Dont a ra e anv eus ar verb salare hag a dalvez holeniñ.

Er penn-kentañ e veze fardet salami diwar tammoù kig-moc'h ha holen a veze lakaet da sec'hiñ er-maez e-barzh un tamm kroc'hen. Ur meuz priziet gant peizanted Italia e oa, peogwir e c'hallent mirout anezhañ e-pad tost bloaz, hag un doare a oa da gaout kig da zebriñ e ken kaz e vije bet un diouer a seurtoù kig all. Hiziv an deiz e kaver a bep seurt salami, ha fardet e vez e meur a vro. Lod brasañ ar seurtoù salami a vez temzet gant meskajoù spisoù ha louzoù-kegin.

salami alaman

A-wechoù e vez poazhet pe mogedet ar salami a-raok bezañ sec'het. Seurtoù' zo a vez fadet diwar kig-bevin, re all a zo diazezet war ur meskaj kig-moc'h ha kig-bevin. E lod brasañ salami Italia e kaver kignen, padal ez eo ral-tre e vefe kignen er salami alaman. E Spagn e kaver salami ennañ pimant pe skilbebr. Salami Danmark a gaver dindan stumm drailhennoù ledan, ha fardet e vez diwar tammoù kig-sall ha kig-moc'h miñset munut.

Seurtoù salami[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • salami Milano
  • salami Genova
  • Fegatelli
  • salami Felino, Proviñs Parma
  • salami Finocchiona, eus su Toskana
  • Pepperoni
  • Sopressata, eus Calabria
  • Ciauscolo, eus Marche
  • Nduja
  • Téli Szalámi, pe salami ar goañv, eus Hungaria
  • salami alaman