Sal-gibellañ

Ar sal-gibellañ pe sal-dour eo anv ar sal ma c'hall an dud ober war-dro o c'horf (en em walc'hiñ ha traoù all) e tier ha ranndioù an XXvet ha XXIañ kantved. Ar sal-gibellañ eo al lec'h ma c'haller gwalc'hiñ e/he c'horf a-bezh oc'h en em gibellañ (pe gibellañ ur bugel), pe o kemer ur strinkadenn, oc'h implijout alies soavon evit ar c'horf ha champouenn evit ar blev. En em walc'hiñ hag ober war-dro e/he c'horf en ur sal-gibellañ a dalv ivez broustañ e/he dent gant ur broust-dent ha toaz-dent, gwalc'hiñ e/he dremm hag e/he daouarn gant soavon, lakaat un dienn bennak war e/he dremm pe lodennoù all eus e/he c'horf, en em douzañ, fichañ e/he blev, en em wezelañ, hag all.
En ur sall-gibellañ e kaver peurliesañ ur gibell pe ur strinkerez, ur gwalc'heris, ur melezour, serviedennoù-emwalc'hiñ, ur armel, hag all. Alies ez eus privezioù ivez, hag ur bidet e broioù zo (ar broioù latin hag arab dreist-holl).