Mont d’an endalc’had

Sahoure

Eus Wikipedia
Sahoure
Eil faraon ar Vvet tierniezh
Delwenn eus Sahoure, hiziv er Metropolitan Museum of Art.
Tierniezh Vvet tierniezh Henegipt
Ren Eus -2487 da -2475
Anvioù
Anv Sa-Ra
G39N5
<
N5D62G43
>
Horus aour
G7 G7
S12
Anv Nebti
V30
N28
G43
Anv Horus
V30N28G43
Buhez
Marvet ~-2475
Monumantoù pennañ Piramidenn en Abousir
Familh
Rouanez Neferthanebti
Tad Ouserkaf
Mamm Neferhetepes
Bugale pennañ Netjerirenrê
Néferirkarê Kakaï


Chepseskare ?

Sahoure eo eil faraon ar Vvet tierniezh e-doug an Henimpalaeriezh. Ren a ra war-lerc'h Ouserkaf hag a-raok Neferirkarê Kakai, etre -2458 ha -2446[1]. Ar c'hentañ e voe a choazas Abousir da lakaat sevel e biramidenn.

Istor ar ren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel evit e ziaraogerien n'eur ket sur eus an amzer a badas e ren. Koulskoude e klot gwelloc'h ar mammennoù hag ar martezeadennoù diwar e benn evit doare. Manethon a ra Secheres anezhañ hag e ro 13 bloavezh ren dezhañ. Hervez papiruzenn Turin, savet da vare an nevezimpalaeriezh en dije renet 12 vloaz. Maen Palermo, rolloù ha bloazdanevelloù eus an tierniezhioù savet da vare an Henimpalaeriezh, a veneg evel bloavezh ren diwezhañ enrollet er bloazdanevelloù, ar bloavezh 14, nav miz ha c'hwec'h devezh[2]. Evit doare e seblant an enskrivadur-se menegiñ ar mare resis ma varvas ar faraon[3].

Aozañ a reas Sahoure ergerzhadennoù a-enep al libianed. Taolennet int en e dempl-kañv, gant ar faraon o ouestlañ ar brizonidi en doa degaset d'an doueed. Astenn a reas aotrouniezh Henegipt war Biblos ha kinkladennoù all eus e dempl-kañv dizoloet gant Ludwig Borchardt a ziskouez listri karget a sedrez eus Liban. Euredet en defe ur briñsez fenikian. Aozañ a reas ivez un ergerzhadenn etrezek Bro ar Pount zo danevellet en e dempl-kañv en Abousir.

Listri Sahoure o tont war o c'hiz goude un ergerzhadeg e Biblos

Ar c'hizelladurioù a daolenn distro listri uhelvor an ergerzhadeg karget a vadoù prizius degaset a bellvro, en o mesk loened a-ziavaez-bro ha gwez mir, ur spesad na vounte ket en Egipt. War a hañval e oa dedennet-kenañ Sahoure gant ar gwez-se rak lakaet en deus taolenniñ anezhañ e-unan ouzh o gounit dirak e goskor, ha fougasiñ a rae e oa ar c'hentañ faraon en doa taolet ar c'hur-se da benn[4]. Meneget eo an ergerzhadeg-se a-hend-all e bloazdanevelloù an dierniezh miret war Maen Palermo, ma lenner e oa kaset un truaj gant Bro ar Pount e-doug trizekvet bloavezh ar ren, anezhañ 80 000 muzuliad mir, elektrom ha produioù prizius all.

Un enskrivadur bras en Ouadi Maghara a zanevell e tremenas eno un ergerzhadeg aozet el ledenez[5]. Reiñ a ra an enskrivadur titloù klok ar faraon ha lavaret e oa faezhet « holl Aziaiz eus holl ar broioù estren » gantañ, pezh zo lavaret amplik evel just met gellet a ra ober anv eus un ergerzhadeg da beoc'haat meuriadoù kantreat ar vro da suraat an hentoù koñvers etrezek ar sav-Heol ha mengleuzioù mein-turkez ar Sinai[6].

E-pad e ren e weler levezon kloer Heliopolis o vont war greñvaat. Hervez ar mammennoù e savas un templ eus an Heol anvet Sec'het-Rê, da lâret eo park Rê, n'eo ket bet adkavet betek-henn hag e rankfed klask anezhañ dindan traezh gouelec'h ar c'hornôg etre Abou Ghorab hag Abousir. Anv zo eus an templ-se er bloazdanevelloù roueel e-pad pempvet bloavezh ar ren, ha skrivet eo ivez e oa azeulet ha Hathor eno, ar pezh a resisa roll ar santualoù tierniezhel all. Deskiñ a reer ivez a-drugarez d'ar vammenn-se e oa kehelet an doueez Hathor e templ piramidenn ar roue en Abousir. Enoret e veze doueed all gant profoù evel Nec'hbet, Ouadjit hag Navad Heliopolis[7].

Sahoure a choazas Abousir da sevel strollad savadurioù e biramidenn, hag adalek e ren e oa implijet ar memes patrom gant ar strolladoù savadurioù en-dro d'ar piramidennoù all.

Kargidi eus mare ar ren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezout a rez meur a gargiad eus e ren hag a lakaas sevel o mastaba e Saqqarah pe Abousir :

Tiegezh Sahoure

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas Sahoure gant un intron eus al lez, Neferthanebti, ha daou vab en doe ganti d'an nebeutañ. Netjerirenrê,ar mab henañ, a varvas a-raok e dad hag ez eo an hini yaouankañ, Neferrê, a bignas war an tron gant an anv a Neferirkarê. Soñjal a ra an egiptologourien ivez e oa Chepseskarê, ur faraon a renas ur pennad goude Neferirkarê, ur mab yaouank da Sahourê bet ganet gant ur pried a eil renk.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kurt Heinrich Sethe, Urkunden des Alten Reich, levrenn 1, J.C. Hinrichs'sche Burchhandlung, Leipzig, 1903
  • James Henry Breasted, Ancient records of Egypt historical documents from earliest times to the persian conquest, collected edited and translated with commentary, levrenn I, The First to the Seventeenth Dynasties, The University of Chicago press, 1906 ;
  • Ludwig Borchardt, Das Grabdenkmal des König Sahure, levrenn I. Der Bau, levrenn II. Die Wandbilder, Leipzig, 1910/1913
  • Georges Daressy, La Pierre de Palerme et la chronologie de l'Ancien Empire, BIFAO, levrenn 12, Kaero, 1916
  • Nicolas Grimal, Histoire de l'Égypte ancienne, La supprématie héliopolitaine, Histoire de l'Égypte ancienne (Nicolas Grimal)
  • Jean-Philippe Lauer & Audran Labrousse, Les complexes funéraires d'Ouserkaf et de Néferhétepès, IFAO, 2000
  • Miroslav Verner, The Pyramids: The Mystery, Culture, and Science of Egypt's Great Monuments, Grove Press, octobre 2001, ISBN 0802139353
  • Miroslav Verner, Abusir - Realm of Osiris, The American University in Cairo Press, 2002
  • Zahi Hawass & Miroslav Verner, The Treasure of the Pyramids, pp 260-263 "The Surprising Abusir Blocks", Vercelli, 2003
  • Tarek El-Awady, The Old Kingdom and Archaeology, pp 37-44, "Interpretation of a scene depicting king Sahure with precious trees from Punt", Bárta, M., Praha, 2006.
  • Tarek El-Awady, Abusir and Saqqara in the Year 2005, pp 31-45, "The Royal Family of Sahure : New Evidence", Bárta, M., Copens, F., Krejčí, J., Praha, 2006.


En e raok
Ouserkaf
Sahoure
Vvet tierniezh
~-2458 da -2446
War e lerc'h
Neferirkarê Kakai


  1. Hervez Allen.
    Ali arbennigourien all : -2490 betek -2475 (Krauss), -2506 betek -2493 (Redford), -2471 betek -2458 (von Beckerath), -2447 betek -2435 (Malek), -2464 betek -2452 (Dodson)
  2. Er studiadenn a geñver Maen Palermo ha darnoù Kaero, Georges Daressy a gav ur pemzekvet bloavezh ren ; s.o. G. Daressy
  3. s.o. J.H. Breasted § 162 ; p. 70
  4. s.o. T. El-Awady
  5. s.o. K. Sethe Ch.1 § 32
  6. s.o. J.H. Breasted § 236 ; p. 108
  7. ibidem § 160, p. 69
  8. s.o. K. Sethe, Ch.1 § 19
  9. ibidem Ch.1 § 24
  10. ibidem Ch.1 § 25
  11. ibidem Ch.1 § 26
  12. ibidem Ch.1 § 27
  13. ibidem Ch. 1 § 30