Mont d’an endalc’had

Sadko

Eus Wikipedia
Sadko, Ilya Repin, 1876

Sadko zo un daolenn gant al livour rus Ilya Repin (1844-1930), savet e 1876 e Pariz war c'hourc'hemenn an dug meur Aleksandr III

E 1873 e oa aet Ilya Repin da veajiñ dre Europa. Tu a voe dezhañ da welout diskouezadeg an impresionourien e Pariz e 1874. N'en doa ket komprenet hentenn nevez al livouriezh hag e lavare e oa dedennus an teknik met goullo ar ster. Sadko e voe e respont d'al livourien c'hall.

Anv ur vojenn rus eo Sadko : ur beajour-kenwerzh eus Novgorod eo Sadko, a oa kouezhet er mor ha degemeret mat gant impalaer ar mor. A-benn un nebeud amzer en doa kinniget da Sadko dibab ur plac'h koant ha dimeziñ ganti. An darvoud-mañ a voe dibabet gant Ilya Repin ; hervezañ e oa pep koantenn ur plac'h eus ur vro estren, ha pep hini anezho a dalveze ur vro pe ur bobl - India, broioù all en Europa, hag all. Pep hini anezho a oa gwisket brav, met ur plac'h rus dereat hag a chome pell diouzh an holl re all eo a voe dibabet gant Sadko.

A-raok tresañ goueled ar mor en doa kavet atlasoù ar mor ha treset kalz loened ha struzh mor e Normandi.

Al livour Viktor Vasnetsov eo Sadko en daolenn.